Eurogomunouriezh

An eurokomunouriezh a zo anezhi un ideologiezh politikel ha kevredel bet diorroet gant meur a strollad komunour e kornôg Europa war diazezoù tezennoù ar gomunouriezh er bloavezhioù 70. Pal pennañ ar gomunouriezh mod nevez-se a oa klask bezañ soutenet gant labourerion a renkad-etre hag izili al luskadoù kevredel a-bep seurt, da skouer ar venelouriezh hag al luskad a savet a-du gant gwirioù an heñvelrevourion.

War un dro e veze nac'het gante souten politikerezh an Unaniezh Soviedel en un doare dall hag e tifennent mui-ouzh-mui mont-en-dro ar sistemoù demokratel, da lâret eo an demokratelezh hervez ar sistemoù kapitalour europat.

Dre vras e oa ar strolladoù komunour kreñvañ, evel er PCF ((Strollad komunour gall) e Frañs hag ar PCI (Strollad komunour italiat) e Italia ar re a savas a-du gant tezennoù an eurogomunouriezh, keit ha ma vane feal ar strolladoù bihanoc'h d'an Unaniezh Soviedel.

Un nebeud strolladoù er-maez eus Europa a savas a-du ivez gant an ideologiezh eurogomunour, en o zouez al Luskad evit al Sokialouriezh e Venezuela, Stollad Komunour Japon ha Strollad Komunour Aostralia.

E meur a geñver, avat, kentoc'h evit un ideologiezh kreñv, e gwirionez ne dalvezas an eurogomunouriezh nemet da gas ar strolladoù a save a-du ganti d'un duenn ideologel disheñvel war-lerc'h : an darn vrasañ oute, a-seurt gant italianiz, a droas o c'hein d'ar gomunouriezh penn da benn dre vont ez-ofisiel war hent ar sokial-demokratelezh, lod all, seurt re an Izelvroioù a dibabas an ideologiezh c'hlas ha lod all a distroas d'ul linenn bolitikel tostoc'h kalz ouzh hini an Unaniezh Soviedel, evel, da skouer Strollad Komunour Frañs er bloavezhioù 1980's.

Disklêriet e voe ez-ofisiel an eurogomunouriezh 1977 goude un emvod e Madrid etre Enrico Berlinguer e anv Strollad Komunour Italia (PCI), Santiago Carrillo e anv Strollad Komunour Spagn (PCE) ha Georges Marchais e anv Strollad Komunour Gall (PCF).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne